Guillermo del Toro

Guillermo del Toro e 2017 e Festival Etrebroadel ar Sinema Moliac'h Katalonia.

Guillermo del Toro zo ur filmaozer ha produour mec'hikan ganet e Guadalajara, e stad Jalisco, d'an 9 a viz Here 1964. E labour, awenet gant ar c'hontadennoù marzhus hag euzhus, a ziskouez eo boemet gant an euzhviled, an amprevaned, ar mekanikoù hag a vuzul an amzer hag ar bedoù damzouarel.

Ober a reas e film hir kentañ e 1993, Cronos, ur film euzh gant an aktour stadunanat Ron Perlman ennañ. Kalz prizioù a yeas gantañ, en o zouez hini Festival Cannes e 1993. Kenderc'hel a reas da seveniñ filmoù euzh ha mont a reas da chom da Galifornia. Mont a reas ivez da Spagn da dreiñ El espinazo del diablo (mell-kein an diaoul) e 2001, un istor spont e-pad Brezel Spagn. Labourat a ra gant budjedoù bras gant Hollywood, da skouer evit Blade 2 (2002), an aktour Wesley Snipes o c'hoari ennañ, hag a ra berzh bras. Tennet eo an istor-se eus ur c'homics amerikan, Hellboy, deuet er-maez e 2004, Ron Perlman o c'hoari ar roll pennañ ennañ. Distreiñ a ra da vro-Spagn evit aozañ El laberinto del fauno (Milendall ar faon), ur film fantasy hag a ra berzh er bed a-bezh. E 2013 en doa graet ur film bras-bras e vudjed, Pacific Rim, awenet gant ar filmoù japanat kaijū hag a zo euzhviled ramzel enno (Godzilla da skouer), ha berzh a ra er bed a-bezh.

E 2017 ez eas gantañ Leon aour Festival Etrebroadel Sinema Venezia evit The Shape of Water, ur film moliac'h romantel stadunanat kenskrivet, kenbroduet ha sevenet gantañ. Ar bloaz war-lerc'h e oa bet tapet gant ar film pevar Oskar e Hollywood, en o zouez hini ar film gwellañ hag hini ar filmaozer gwellañ, hag ivez Golden Globe ar film gwellañ.

Dedennet eo ivez Guillermo del Toro gant ar c'hoarioù-video euzh, doare Lovecraft evel ma lavar-eñ.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search